Archives de catégorie : E Brezhoneg

Mirdi abati kozh Landevenneg, 1500 bloaz istor

Izili Ar Skol Vrezoneg zo bet degemeret gant Gwenole Fauve d’an 21vet a viz Even evit weladennin diskouezadegoù mirdi an abati kozh ha lec’hienn arkeologel

Degemeret ez eus bet 18 ezel eus ar gevredigezh e mirdi abati kozh Landevenneg evit ur weladenn heñchet e brezhoneg gant Gwenolé Fauve.

Er programm e oa :

Ar mirdi, a gont istor 1 500 vloaz istor al lec’h (patromoù, delwennoù, kizelladurioù, adsavadurioù, levrioù, dornskridoù, h.a.)

Liorzh al louzaouennoù

Dismantroù ar savadurioù liesseurt a zo bet e-pad prantadoù disheñvel ha talvoudegezh ar c’hambroù liesseurt a zo e-barzh ar mogerioù (kloastr, chapelioù, iliz, kouskvaoù, kegin, h.a.)

Laouen eo bet an holl dud o deus kemeret perzh er weladenn (sklaer hag aes da vezañ komprenet mat e brezhoneg gant an holl).

Sellit amañ muioc’h a fotoioù

Lec’hienn web ar mirdi (e galleg)

Menez Arrez adarre

Distro an nevezamzer, gant nerzh.
Sec’h ha sklerijennet.
Adsavet louzeier a bep seurt war an douaroù distrujet gant an tan-gwall, brasoc’h c’hoazh.
Gwelet a reer en-dro dre amañ, dre amañ, ur glazard gris, ur c’hizindel… Cheñch-dicheñch, met sur a-walc’h e teu ar vuhez, al loened.
Emgav da gaout e fin miz Mezheven.

Sellit ar fotoioù amañ

Aet kuit ar c’habiten betek Tir Na Nog

Tremenet meur a wech dirak Rekourañs

ha tour-tan ar Porzig

araok mont da redeg war morioù don

tro-war-dro ar bed

ar vag en avel a-benn, war-zu ar c’hornog

evit e veaj diwezhat, kroget start ar stur gantañ.

Ur gouloù vihan a jom dirak hor daoulagad.

Dalc’homp soñj da viken.

Aet eo kuit ar c’habiten betek Tir Na Nog.

Kenavo dit Marsel !

Karout, da viken

Maen kizellet war aod Deolen (Lokmaria-Plouzane)

Ar Men Du

Ho kared rin abaoe dec’h
Abaoe kenta deiz ar bed
Warc’hoaz ken stard em eus ho karet
Ma kollan alan hirio c’hoaz

Aze dalc’het, tu all ho karan
E lechiou n’ouzon netra outo
En ollved hag a chom da groui
Hag e pep tuiou a neblec’h

Hep ano deoc’h ho kared ris
Ho noz a lugernas em deiz
Re-bar d’un ehon a ven du
Ha neuze dres on deut er bed-mañ

La pierre noire

Je vous aimerai depuis hier,
Depuis le premier jour du monde.
Demain, je vous ai tant aimée
Que j’en perd le souffle aujourd’hui.

Là tenu, je vous aime ailleurs,
Dans des lieux inconnus de nous,
Dans l’univers encore à faire
Et les partout de nulle part.

Sans nom de vous, je vous aimai.
Votre nuit brilla dans mon jour
Comme une immense pierre noire
Et c’est alors que je suis né.

(Per Jakez Helias)

Ar vuhez en-dro e Menez Are

Daou vloaz goude ar mega-tan-gwall n’eo ket mui al liv zu a-us pep lec’h. Al liv glas en doa kemeret e wirioù en-dro da gentañ. Ouzhpenn al liv-se e oa deut da c’houde orañjez ar man-taouarc’h.

Bremañ e vez kavet brulu, brug, kaol-gaol, kentauriad, bleunioù roz ha glazruz, louzeier bras ha bleunioù melen all, bleunioù gwenn pe glas en tachennoù geotenneg. Eno e weler ivez amprevaned o nijal, gwenaned ha balafenned.

Sellout meur a skeudennoù amañ