Daou vloaz goude ar mega-tan-gwall n’eo ket mui al liv zu a-us pep lec’h. Al liv glas en doa kemeret e wirioù en-dro da gentañ. Ouzhpenn al liv-se e oa deut da c’houde orañjez ar man-taouarc’h.
Bremañ e vez kavet brulu, brug, kaol-gaol, kentauriad, bleunioù roz ha glazruz, louzeier bras ha bleunioù melen all, bleunioù gwenn pe glas en tachennoù geotenneg. Eno e weler ivez amprevaned o nijal, gwenaned ha balafenned.
Sellout meur a skeudennoù amañ