Pirc’hirinaj e Karaez gant Alan Stivell

Emgav etre ur Bigouter ha barzh meur keltiek e saloñs levrioù Karaez. (Trug da Yann Pelliet evit ar foto)

Tu ‘m eus bet da eskemm disadorn gant Alan Stivell diwar-benn un arvest ba Gelveneg er bloavezh 1969 e gastell Kergoz. Ar wech kentañ din pa ‘m oa pemzek bloaz da evañ ur banne chouchenn, paeet gant Alan. Kontet ‘m eus dezhañ ‘vez ag ar c’hanaouenn (pe ar gwerz) « Tri martolod yaouank » (30 pozioù) oa kanet er beilhadegoù gant va vamm-gozh-kuñv, Augustine Le Pavec, gwreg Alan ar Floc’h, paotr an houarn-gwenn er fritur Salles er Gelveneg. Marteze e oa bet krouet ar ganaouenn-mañ gant martoloded Lechiagad, ar pezh a soñj ivez Alan..