Ba’ ma c’harter, anv ar faktour (paotr al lizhiri) oa Larzul. Ya, Larzul, evel fourmaj Ploneour, kenstriver hini Pouldreuzig, gwall anavezet gant ar vartoloded.
Ur paotr mat e-touez ar baotred vat e oa eñ. Hag hiriv c’hoazh. Un den chik, me lâr deoc’h !
Met kalite kentañ paotr al lizhiri oa ar fent e rae gant ar re all, an divegadoù goapaer-dic’hoarzh hag a laoske divouezh ar re a grede serriñ e veg dezhañ.
E-touez ar re-mañ e oa teir vaouezh enorus, deuet d’un oad doujadus ha blije kalz dezhe gervel ar farser-se.
Teodoù fall, goaparezed, konchennerezed-tout ar re-mañ! Met diwall da begadoù lemm paotr an arzh al lizhiri !
Setu an den o erruout evel boas war e varc’h-houarn er straed, war-zu unnek eur d’ar vintin, d’ar 28 a viz Kerzu. Evel ma n’eo ket re fall an amzer, emaint dija an teir flaperezed aze war ar riblenn o c’hortoz anezhañ. Hag araok n’ije eñ kroget da lakaat al lizhiri b’ar vouestoù, ur bern goulennoù a zeue maez d’o genoù gante.
— Penaos ‘mañ kont ganeoc’h, Aotrou Laer Zul ?
— Ac’hanta, Aotrou farser, keloù mat ‘zo ganeoc’h ?
— Ha neuze, Aotrou fakturer, leun a zraoù ez eus c’hoazh da baeañ ?
— Un istorig ho p’eus da gontañ deomp ?
— Klevet p’eus keloù nevez ba’ kreizker ?
Laosk a ra ar farser ar flaperezed o c’hanañ o kantikoù hag eñ en ur gemerañ ur min benniget, gant ar mennozh da c’hoari dezhe un taol fin diouzh e c’hiz.
— Gwelet vez ’z eus kalz startijenn ganeoc’h ar mintin-mañ ! Mod pe vod gobari yac’h-pesk oc’h, ar pezh n’eo ket gwir gant tout an dud !
— O ma ! Unan bennak a anavezomp ?
— Gwelet ‘vo ma’ moc’h ken fin hag ‘vez soñjet ganeoc’h. Klevet ’m eus ur c’heloù fall o tont deus tu Men-Meur.
— Ha piv eo ?
— N’ho peus ket gouezet ? Fall eo an traoù gant Tan’ Fine. Koulz emañ hi o vont da vervel !
— Piv eo Fine ?
— Fine piv ?
— Gant piv emañ e gwaz b’ar mor ?
— Fine deus Penn-an-Hent ? Emañ aet pell ganti ?
— Ma ! Ur sapre vandennad hini sot emaoc’h ! Soñjit ‘ta ! Soñjit un tammig araok lavar forzh petra, kwa ! A-benn tri devezh, e vo fin ar bloaz ha rag-se Tan’ Fine zo o vont da witaat ac’hanomp !
Ha tri sapre inosantez emaoc’h, c’hwi ! N’eus ket unan evit saveteaat ar re all !
Dreist-holl pa vez hiriv an 28 a viz Kerzu, devezh gouel an Inosanted ! C’hwi oar mat !
— Iche, paour-kaezh maouezed !
— O ma ! Ma doue benniget !
— Ma ! Chechuch ! Chechuch Mari Josef !
— Che yeyeye ! N’eo ket gwir !
— Tapet omp bet spontus ganeoc’h !
— Ha brav ha kaer neuze ! Hañ !
— Bloavezh mat deoc’h ! Inosantezed kaer !
Klaod P