Archives de catégorie : E Brezhoneg

Freuz-stal gant Emgleo Breiz

Freuz-stal ‘neus graet Emgleo Breiz, an diviz ‘oa kemeret ar sizhun dremenet get lez-varn koñvers Brest.

 Ha kaset er-maez 3 tud a vicher a laboure enno!

Krouet ‘oa ar gengevredigezh 60 vloaz ‘zo ‘vit brudañ ha lakaat war wel ar brezhoneg skrivet ‘mod Falc’hun : skol-veureg. Diouzhtu ‘neus embannet Emgleo Breiz levrioù: 700 anezhe en holl edan 60 vloaz! Ur c’holl evit an embann e brezhoneg ‘pa ‘ouier ‘oa embannet geriadurioù Jules Gros hag ur bochad traoù all gant ar stal ‘zo staliet ‘ba Brest.

05 11 15 Radio Breizh.bzh Erwan Blanchard

Selaou

Lennit war Blog Fanch Broudic: :

http://languebretonne.canalblog.com/archives/2015/11/08/32900976.html

http://languebretonne.canalblog.com/archives/2015/11/11/32914235.html

http://languebretonne.canalblog.com/archives/2015/11/22/32964776.html

« Red eo miroud Bro Goz ! »

Bro Goz eo ur vag-chaluter kozh, ur « malamok », eus porzh ar Gelveneg, er Vro Vigouden.
Unan eus ar re ziwezhat. Bet fardet gant Emil Ar C’horr, Per Ar Beg hag ar charpantourien unvanet eus Lechiagat er bloavezh 1975. Echuet e labour pesketañ gant ar vag-se er miz du 2014. Aet eo Bernez Marechal, maestr ar vag, war e leve.

IMG_5499 Bro Goz

« Dao e vefe non pas zistrujañ Bro Goz, eme Jos Coïc, kabiten kozh listri Ifremer ha skrivagner. Gwelloc’h e vefe kas anezhan er vered-bagoù, ba Penn ar Ster, e Lechiagat, e kichen chanter e lec’h ma oa ganet ar vag. »
Dedenet gant istor ar peskerezh hag ar glad, Jos Coïc n’eus c’hoant sevel ur gevredigezh evit lakaat ar raktres-se da vont war-raok.

Pellgomz : 06 67 42 70 27 postel : j.coic@laposte.net

Randy ar beg-hir

Deut eo Randy ar beg-hir e porzh-konwerzh Brest hirio; chomet eo al loen e-pad  un amzer hir awalc’h e kichen bag ar Rekourans.

Photo Claude Péron

Photo Claude Péron