« Red eo miroud Bro Goz ! »

Bro Goz eo ur vag-chaluter kozh, ur « malamok », eus porzh ar Gelveneg, er Vro Vigouden.
Unan eus ar re ziwezhat. Bet fardet gant Emil Ar C’horr, Per Ar Beg hag ar charpantourien unvanet eus Lechiagat er bloavezh 1975. Echuet e labour pesketañ gant ar vag-se er miz du 2014. Aet eo Bernez Marechal, maestr ar vag, war e leve.

IMG_5499 Bro Goz

« Dao e vefe non pas zistrujañ Bro Goz, eme Jos Coïc, kabiten kozh listri Ifremer ha skrivagner. Gwelloc’h e vefe kas anezhan er vered-bagoù, ba Penn ar Ster, e Lechiagat, e kichen chanter e lec’h ma oa ganet ar vag. »
Dedenet gant istor ar peskerezh hag ar glad, Jos Coïc n’eus c’hoant sevel ur gevredigezh evit lakaat ar raktres-se da vont war-raok.

Pellgomz : 06 67 42 70 27 postel : j.coic@laposte.net