
Er bloaz-mañ e raio Dastum Bro-Leon war-dro beilhadeg vras Plouzeniel, asambles gant Plouzeniel Prest Bepred ha Ti ar Vro. Div veilhadeg evit gwir, unan da ziv eur hanter goude merenn, eben da eizh eur noz,
d’ar Merc’her 11 a viz Du 2026
Kanerezed ha kanerien, konterezed ha konterien, yaouank pe goshoc’h, a vezo o kanañ pe o kontañ krakoù evit hor brasañ plijadur.
Ar bloaz-mañ e vezo enoret Jo Kermoal aet d’an Anaon pemzektez goude e veilhadeg ziwezhañ
ha Per ar Go, konter dispar Bro-Leon aet war e lerc’h e miz Gwengolo.
Deuit niverus ! Da 2e30 pe da 8e, sal Brocéliande e Plouzeniel – 10€ evit mont e-barzh
