Mirdi abati kozh Landevenneg, 1500 bloaz istor

Izili Ar Skol Vrezoneg zo bet degemeret gant Gwenole Fauve d’an 21vet a viz Even evit weladennin diskouezadegoù mirdi an abati kozh ha lec’hienn arkeologel

Degemeret ez eus bet 18 ezel eus ar gevredigezh e mirdi abati kozh Landevenneg evit ur weladenn heñchet e brezhoneg gant Gwenolé Fauve.

Er programm e oa :

Ar mirdi, a gont istor 1 500 vloaz istor al lec’h (patromoù, delwennoù, kizelladurioù, adsavadurioù, levrioù, dornskridoù, h.a.)

Liorzh al louzaouennoù

Dismantroù ar savadurioù liesseurt a zo bet e-pad prantadoù disheñvel ha talvoudegezh ar c’hambroù liesseurt a zo e-barzh ar mogerioù (kloastr, chapelioù, iliz, kouskvaoù, kegin, h.a.)

Laouen eo bet an holl dud o deus kemeret perzh er weladenn (sklaer hag aes da vezañ komprenet mat e brezhoneg gant an holl).

Sellit amañ muioc’h a fotoioù

Lec’hienn web ar mirdi (e galleg)