
Tremenet meur a wech dirak Rekourañs
ha tour-tan ar Porzig
araok mont da redeg war morioù don
tro-war-dro ar bed
ar vag en avel a-benn, war-zu ar c’hornog
evit e veaj diwezhat, kroget start ar stur gantañ.
Ur gouloù vihan a jom dirak hor daoulagad.
Dalc’homp soñj da viken.
Aet eo kuit ar c’habiten betek Tir Na Nog.
Kenavo dit Marsel !