Archives mensuelles : mai 2018

Redadeg : degemer mad e Plougerne !

Ar Redadeg zo ur redadeg hir, war droad, noz-deiz e-pad meur a zevezh, aozet a-hed hag a-dreuz Breizh evit dastum arc’hant evit ar brezhoneg. Bep eil bloaz e vez aozet en deizioù kentañ a Vae.

Aozet e oa bet ar Redadeg kentañ e 2008, gant Diwan evit lidañ he 30 vloaz.

Ur redadeg a-eiladoù eo, 9 km a vez redet e pep eurvezh. Pep kilometr a vez redet gant un den er penn a-raok o tougen ur vazh-test kizellet e koad, ha neb a gar war e lerc’h. Evit dougen ar vazh-test war-hed ur c’hilometr eo ret paeañ 100 euro.

E kêrioù ha kêriadennoù e vez aozet un degemer d’an arvesterien ha d’ar rederien, predoù, sonadegoù. (Wikipedia)

Ar bloaz-mañ ar Redadeg 2018  ‘ya kuit d’eus Kemper evit erruout da bPlougerne, goude 1800 km.

Lec’hienn Ar Redadeg